Gant ABER (Landeda) e oa bet embannet ouzhpenn daou vloaz zo bremañ un teskad barzhonegoù skrivet e kerc'henn ar skolidi, e sigur da binvidikaat, da liesaat ha da nevesaat pezh a veze kinniget dezho, ganimp, er skolioù : Ar skrilh a lavaras Sut ! (ha...
Me 'vourr o studiañ « PATROM SILLABUS » gant va skolidi, ha plijout a ra dezho ivez. Da gentañ e vezont "war o zaou zañvad" pa na gomprenont seurt, mes fent o devez memes tra. Lenn a ran dezho. Eskemm a reomp. Goude e c'houlennan ganto lenn, ur poz pep...
Studiet hon eus levr Herve Jaouen "Euzhvil al Lenn Zu" e brezhoneg er c'hlas. Goude ma kaver ennañ un nebeut fazioù hegazus - hegazus peogwir en o c'haver passim - daou fazi skrivadur ( ar skrab dirak "eo", pa n'eus ket da gaout ; "keriadenn" hep tired...
Da lenn amañ : « Gwez.pdf » Youenn Gwernig Ganet e oa bet Youenn Gwernig e 1925 e Skaer, e Penn-ar-Bed, e Bro Gernev. Deskiñ kizellañ ar c’hoad a reas gant ar C’hozh, ebenour e Skaer. Er bloavezhioù 50 en em gavas Youenn, a oa e vicher kizellour koad...
Ul levr bet studiet ganimp da blediñ gant renad Loeiz XIV dre al lennegezh. Un tamm diaes evit al liveoù 4 ha 5 dre m'eo puilh ennañ geriaoueg an tailhoù ha taosoù. Panevet se nend eo ket re ziaes da lenn. Un istor karantez zo ennañ avat na zisplije ket...
Ar bloaz-man omp bet e Oceanopolis e Brest o studiañ "Buhez ur reunig gris e mor Hirwazh". Plijus-tre eo bet. Da vont pelloc'h ganti er c'hlas e lennemp e galleg "Halic le phoque" gant Ewan Clarkson, a vouezh uhel, tro ha tro. N'hon eus graet nemet lenn...
"Skoulad ar Goukoug", koñchenn gant Marthe Vassalo, zo, din-me, unan eus an oberennoù pinvidikañ zo bet embannet gant TES evit ar skolioù : evnoniezh ar vro, yezh ha lavar ar vro, ha mouezh flour ha brezhoneg riel hon JFK broadel ! Ur skor brav amañ da...
Ul levr da studiañ er c'hlas - liveoù 4-5 - pa fell deoc'h plediñ gant an eil Brezel Bed el lennegezh. Plijus-tre ha skrivet flour. Amañ da heul tri ere da gaout danvez studi. Labouret hon eus-ni gant teuliad Rustrel, hemañ kentañ : Pellgargañ « rouge_braise.pdf...
D'ar gelennerion da lenn ivez, evit ar blijadur, a-raok, e-pad ha goude : Hanna Arendt, "L'impérialisme" in "Les origines du totalitarisme", collection Quarto, Gallimard, 2002 Olivier Grenouilleau, "Nantes", Palantines, 2008 Olivier Grenouilleau, "Les...
Diwar ar redadeg war vor Hent ar Rom ez eus savet c'hoant ennomp da studial kement-se : pezh eo ken prim ez eont ken na oant erru a-raok na vefe bet savet ar gentel ganin ! Bo, servijout a ray en-dro evit ar Vendée-Globe... « ledred ha hedred : kentel...
Eus ar SUA ez eo deuet al lidvezh BEMDEZ A GONT d'hon bete evit doare. Amañ e kaver ar roud anezhañ : http://damedubois.eklablog.com/construire-le-nombre-chaque-jour-compte-a4978646 War load Aliaslili http://www.leblogdaliaslili.fr/category/cycle-2/c2-rituels/...
http://www.ia22.ac-rennes.fr/jahia/webdav/site/ia22/shared/langue%20et%20culture%20bretonnes/dim.bret.%20histoire%20%28programmation%29.pdf http://www.ia22.ac-rennes.fr/jahia/webdav/site/ia22/shared/langue%20et%20culture%20bretonnes/Ress.doc%20Histoire%20%28dim.bretonne%29.pdf...
E GWERZH amañ : Kemmadurioù e live 3 Al labour-mañ nend eo ket e bal, anat, bezañ un daolenn beurglok eus reizhiad ar c’hemmadurioù, a hañval bezañ dreist-diraez da unan. Kalz nend eus ket graet anv anezhañ ennañ : ar c’hemmadurioù kemmesket, ar c’hemmadurioù...
Sed amañ dindan kresket ar rollad reizhskrivadennoù ha gerioù da zeskiñ. O vezañ ma c'hoarian gant 3 live e oa kentel din astenn ar roll evit na ober div wech an hevelep hini. Gant ar pazennadur displeget er pennad a-is ez eus bremañ 34 sizhun reizhskrivadennoù....
Ai 'ta ! Klaskomp bremañ : Ar Priñs Bihan - fichennoù geriaoueg fichennoù geriaoueg bihanaet "Et les Shadock pompaient, pompaient..." An teul amañ dindan, "Studi", zo bet pompet ganin kazi penn da benn diwar : http://www.gallimard.fr/catalog/Fich-pedago/21907670598.pdf...
Diwar ar redadeg war vor Hent ar Rom ez eus savet c'hoant ennomp da studial kement-se : pezh eo ken prim ez eont ken na oant erru a-raok na vefe bet savet ar gentel ganin ! Bo, servijout a ray en-dro evit ar Vendée-Globe, pe evit Tro-Vreizh... « ledred...
E sigur al labour graet er c'hlas a-zivout ar romantoù-polis, amañ da heul, a-ratozh, ur « Fichenn eeunaet da lenn romantoù-polis.pdf » . (Evezhiadenn : div enebenn eo an teul, nemet ez eus 4 enebenn ennañ, n' on ket deuet a-benn da raskañ an div enebenn...
Labouret hon eus ar bloaz-mañ diwar " Euzhvil al Lenn Zu " gant Herve Jaouen. Deuet ez eus ar soñj dimp e dibenn ar bloaz da sevel hon c'hevellenn bolis hon-unan ar bloaz a zeu. Ha dont a refomp a-benn ? Da gentañ e refomp ur Ralli Lenn gant al levrioù-mañ...
Amañ dindan un aridennad reizhskrivadennoù evit ur bloavezh e Kelc'hiad 3. Savet int diwar framm ar re a gaver war : www.charivarialecole.com ha war classe-mallo.eklablog.com : http://www.laclassedemallory.com/rituel-d-orthographe-dictees-flashs-deuxieme-serie-a94522786...
Un nebeut bloavezhioù zo e klasken azasaat e brezhoneg an hentenn deskiñ lenn riel Fluence CP-CE embannet gant La Cigale. Gant skoazell paread La Cigale, Eric Petris hag Alexandre Ros pergen, e keweriis -- e keweirjont evidon -- skrid an doare arverañ...
Emaomp c'hoazh gant hon c'hevellenn bolis. Kentel eo dimp savelañ hon zudennoù pennañ. Sed amañ div fichenn da sikour ar skolidi d'e ober. Nend eo ket klok ar geriaouegi, un diazez n'int ken. Amañ e c'hallfed lakaat labourioù tud all da glokaat... « Tennañ...
Dichal Gwelout a rit ar vagig wenn A vorede e korn al lenn, A-dreñv ar c'horz, e-mesk ar broen, Nerzhus ha flamm evel ul loen ; Ar paotrig koant en deus kavet ar vag, Stignet ar gouelioù ha brevet ar stag, Sellit outañ o vleinañ 'tal ar stur, O tridal...
Ar skolaer (me): " Petra hoc'h eus debret da greisteiz ?" Ar skolidi live 5 (va re, goude ur prantad studi ar c'hevrennoù) : R : " Skejennoù pesked gant ur c'hard suraval..." T : " Nann, nann, ne oant ket kardoù, tammoù bihan e oant !" R : " Geo, kardoù...
I - Deroù ar Stourmoù a- kemalennoù : klik ! b- dielloù d'ar vugale : klik ! II- Ur brezel a rizh nevez a- kemalennoù : klik ! b- dielloù d'ar vugale : Klik ! 1916 - Brezel an uz : un teul da lenn evit al live 3 : klik ! Un destenn lennegel bet skrivet...
O, gourc'hoarzhit, c'hoarzherien ! O, gouc'hoarzhit, c'hoarzherien ! A c'hoarzh diwar c'hoarzhoù, o c'hoarzhata ent-c'hoarzhus, O, gouc'hoarzhit ent-vrizhc'hoarzhus ! O gourc'hoarzhigell gourbrizhc'hoarzhus - c'hoarzh brizhc'hoarzhus a 'r c'hoarzherien...