Ar bloaz-man omp bet e Oceanopolis e Brest o studiañ "Buhez ur reunig gris e mor Hirwazh". Plijus-tre eo bet. Da vont pelloc'h ganti er c'hlas e lennemp e galleg "Halic le phoque" gant Ewan Clarkson, a vouezh uhel, tro ha tro. N'hon eus graet nemet lenn a vouezh uhel, hep sevel goulenn ebet dre skrid. Plijet-tre eo bet va skolidi gantañ, istor ha tro-bluenn, goude ma oa pennadoù hir o taolenniñ ar mor hag ar pesked. Ha darvezout a ra a-vaez da aodoù Kembre ha Breizh dres. Aliet e oamp gant Oceanopolis da lenn "Apoutsiak" gant Paol-Emile Victor. Koulskoude e kave din e vemp bet gant hevelep levr kaset re bell diouzh Breizh ha mor Hirwazh na ne zeree ket dik a-walc'h ouzh live skolidi CM. "Halic le phoque" a oa bet adembannet e 1980 da ziwezhañ (Livre de Poche jeunesse) ha n'en kavefet ket e gwerzh ken, ken war ar gwe. Ur romant a ali groñs va skolidi, emezo, d'ar re CM ha d'ar skolajidi.