-
Par Yann Thorel le 17 Juin 2018 à 21:06
Adkavet hon eus tad M : n'eo ket Louis e oa, Youenn an hini eo...
votre commentaire -
Par Yann Thorel le 12 Avril 2018 à 14:12
Gant ABER (Landeda) e oa bet embannet ouzhpenn daou vloaz zo bremañ un teskad barzhonegoù skrivet e kerc'henn ar skolidi, e sigur da binvidikaat, da liesaat ha da nevesaat pezh a veze kinniget dezho, ganimp, er skolioù :
Ar skrilh a lavaras Sut ! (ha hi seven c'hoazh).
Barzhonegoù a bep live, skrivet war-eeun e brezhoneg evit darn, troet war-eeun e brezhoneg evit lod, da lenn war-eeun gant ar vugale ivez. Un hanterkant barzhoneg bennak ha div gontadenn a gavor ennañ.
Da zispenn he roudoù (peogwir n'o deus ket ABER a load war ar gwe c'hoazh, a gav din) :
amañ :
https://encredebretagne.bzh/livre/litterature/litterature-en-breton-2/ar-skrilh-a-lavaras-sut/
pe amañ :
Displeget ez eus din nevez 'zo ne oa ket erru ar c'heloù betek pleg skouarn un toullad mat a skolaerion. Sed ma pegan ivez, ket en o skouarn, met el labour brudañ. Trugarez !
votre commentaire