Eklablog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Skoulad ar Goukoug - TES

  "Skoulad ar Goukoug", koñchenn gant Marthe Vassalo, zo, din-me, unan eus an oberennoù pinvidikañ zo bet embannet gant TES evit ar skolioù : evnoniezh ar vro, yezh ha lavar ar vro, ha mouezh flour ha brezhoneg riel hon JFK broadel ! Ur skor brav amañ da labourat war gomprenidigezh ar yezh klevet. Sed amañ dindan ul labour 'm boa kaset da benn ar bloaz tremen gant va liveoù 4 ha 5. Re start e vo evit al liveoù izeloc'h, nemet azasaet e ve.

Bep sizhun e studiemp un tamm, rannet dre 4 c'hemalenn studi (padet eo etre ur prantad skol pe zaou) :

1- da gentañ e lakaen ar skolidi da selaou ur rann hep lenn, hep skor skrivet ebet, ha diwar-se goulenn outo pezh o doa klevet, komprenet. Nebeut a dra da gentañ alies-mat, mes diwar ur ger pe zaou meneget ganto en o broudent da vont pelloc'h, da glask diawelout pe divinout pelloc'h. Ha skrivañ ouzh an daolenn pezh a oa bet kavet.

2- Selaou en ur lenn ar pennad war al levr. Hag hevelep labour dre gomz : eskemm war ar pezh a oa bet komprenet. Kalz aesoc'h an dro-mañ evito !

3- Goulennoù dre skrid war ar rann studiet (Pa lakaan ar skolidi da glask er geriadur, ez eo dalc'hmat er geriadur hollvrezhonek : deuet on a-benn da brenañ 7 pe 8 skouerenn eus Geriadur an Here a-hed ar bloavezhioù ha dre-se e c'hell an holl, dre strolladoù 2 pe 3 ober al labour klask). Evit ar re n'o deus ket a-walc'h a c'heriadurioù en o c'hlas e ve dav luc'heilañ en a-raok ar pajennoù zo ezhomm anezho, daoust ma ne vo tizhet, evel-henn, ken an hanter eus ar pal diougonadel. 

4- Enklask dre skrid diwar an danvez (evnoniezh pergen) studiet er rann. Labouret 'm eus gant levrioù Al Lanv ha gant hini Claude Peridy. Amañ dindan e kavefet c'hwilet (ket, ket c'hwilhet) ar pajennoù studiet pergen. N'ouzon ket hag aotreet e vin d'ober, pa vo goulennet ouzhin o raskañ e vo graet. Anat eo avat e vo gwell kaout al levrioù er c'hlas : da gentañ, e 'm c'hlas emedent abaoe pell hogen ne vezent ket amprestet morse gant ar skolidi. Pa grogjomp da studiañ Skoulad ar Goukoug, e voe dizoloet al levrioù-se en-dro gant ar vugale o-unan, hag amprestet gwall alies e-pad ar bloaz da gas d'ar ger. Da eil nend eo ket gwall naet ar pajennoù c'hwilet amañ. 

Dafar rekis :

- "Skoulad ar Goukoug" ( 1 gantenn glevout)

- "Skoulad ar Goukoug" (bep a levr)

- Geriaduriou hollvrezhonek (emb. An Here)

- Ar rummad levriou "Laboused..." (emb. Al Lanv)

- « Evned Breizh » (Emb. Hor Yezh, Claude Peridy, 1995)

- "Guide des chants d’oiseaux d’Europe occidentale", ( Emb. Delachaux et Niestlé, 2003)

 

Amañik e vo kavet an teul diougonadel bet savet ganin (trugarez da gas din nep evezhiadenn a c'hallo gwellaat ha divankañ an kez labour):

 Pellgargañ « Skoulad ar goukoug - teul diougonadel.pdf »

Hag amañigoù ar pajennoù skiantel aet da vagañ an hanter all eus al labour a gaver meneg anezho en teul diougonadel.

 

Skoulad ar GoukougPellgargañ «stagadenn rann 1- ar goukoug.jpg »

 

 

 

 

 

Skoulad ar Goukoug

Pellgargañ « Stagadenn rann 1- Penaos ec'h aloub ar goukoug neizhioù ar re all.doc.pdf »

 

 

 

Skoulad ar GoukougPellgargañ « Stagadenn rann 2 - an drask-sut.jpg »

 

 

 

 

 

Skoulad ar GoukougPellgargañ « Stagadenn rann 2 - ar voualc'h zu.jpg »

 

 

 

 

 

Skoulad ar GoukougPellgargañ « Stagadenn rann 3 - ar boc'hruzig.jpg »

 

 

 

 

 

Skoulad ar GoukougPellgargañ « Stagadenn rann 3 - ar wennili.jpg »

 

 

 

 

 

Skoulad ar GoukougPellgargañ « Stagadenn rann 4 - ar big.jpg »

 

 

 

 

 

Skoulad ar GoukougPellgargañ « Stagadenn rann 10 - al laouenan.jpg »

 

 

 

 

 

Skoulad ar GoukougPellgargañ « Stagadenn rann 10 - ar golvan.jpg »

 

 

 

 

 

Skoulad ar GoukougPellgargañ « Stagadenn rann 10 - ar pennglaou.jpg »

 

 

 

 

 

Skoulad ar GoukougPellgargañ « Stagadenn rann 10 - ar pint.jpg »

 

 

 

 

 

Skoulad ar GoukougPellgargañ « Stagadenn rann 11-12 - ar falc'hun.jpg »

 

 

 

 

Skoulad ar GoukougPellgargañ « Stagadenn rann 11-12 - ar gaouenn.jpg »

 

 

 

Retour à l'accueil
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article