Me 'vourr o studiañ « PATROM SILLABUS » gant va skolidi, ha plijout a ra dezho ivez. Da gentañ e vezont "war o zaou zañvad" pa na gomprenont seurt, mes fent o devez memes tra. Lenn a ran dezho. Eskemm a reomp. Goude e c'houlennan ganto lenn, ur poz pep hini, gant ar re a fell dezho. Ur bloaz e oa bet a-du ar c'hlasad d'he deskiñ, ur poz da bep hini, ha pep hini a oa deut d'e dro war al leurenn da zisplegañ ar varzhoneg, a oa bet, evel-se, dibunet penn da benn.
Goude-se e krogomp d'he studiañ donoc'h : petra a glevomp enni ? Ur yezh nand eo ket unan, meur a yezh, (ar bloaz-mañ ez eus bet stad ennon o klevout ur skoliadez oc'h embann e tenne un tamm da "Arwarzh gant ar c'hoarzh" gant C'hlebnikov, troet gant André Markowicz ha Koulizh Kedez ! Un arwarzh eo enta "Patrom Sillabus"). Dre ma n'eo ket ur varzhoneg splann he ster e c'hallomp seul well a se plediñ gant reolennoù alav ar varzhoniezh, ar c'hlotennoù, mes ivez ar genganezh, an arreadennoù, an darlez.
Goulenn a ran outo lenn gwerzenn 1 pep poz an eil war lerc'h eben. Hag en em soñjal a reomp asambles war ar pezh a glevomp, war an heñvelderioù a glevomp, ar sonennoù ha kensonennoù bet arreet, al lusk, hag all.. Ha memes tra goude evit ar gwerzennoù 2, 3....
Ar bloaz-mañ ez omp deuet a-benn da gavout kevrin an niveroù a gaver er varzhoneg !
Bernez Tangi e skol Diwan Lanvrieg e 2014