Eklablog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Gouron brezhoneg !

Ha peogwir emaon ganti o klask broudañ ar skolidi da brezeg brezhoneg, sell ur benveg all, un diplom all a glaskin ober gantañ ar bloaz-mañ ivez d'o broudañ hep kaout ezhomm re alies da lavarout dezho (Ac'h ! Leziregezh, na pegen kriz ez on dalc'het 'tre...

Lire la suite

Motigoù brezhoneg

Netra ne zisplij din-me muioc'h eget dibunañ "Brezhoneg !" pe "Brezhoneg mar plij !" ha merzhet 'm eus alies e komze ar vugale e galleg pa ne c'hellent ket lavarout traoù zo e brezhoneg, pe n'o doa ket tapet lusk ar brezhoneg evit lavarout traoù zo (...

Lire la suite

Motigoù flaperezh : ar rat hag ar pirat

Dizoloet 'm boa rummad ar "motigoù" war al load Charivari à l'école : http://www.charivarialecole.fr. Eno e kaver ur ribitailh anezho, koulskoude ne raen hevlene ken gant ar re "flaperezh". Evit ar sioù all e klaskan ober a c'hiz all rak, mar bez re a...

Lire la suite

Diplom Gouron Skrivañ

A-benn lakaat ar skolidi da strivañ detri pa eilskrivont diouzh an daolenn, pe diwar ul levr, kentelioù, barzhonegoù... hag a-benn kaout an nebeutañ a fazioù da adlenn ha da verkañ war pep kaier, hon doa savet Katell ha me evit ar re CE ha CM an diplom...

Lire la suite

Pilhaouer ha boned ruz - An Here

Pilhaouer ha boned ruz - An Here

Ul levr bet studiet ganimp da blediñ gant renad Loeiz XIV dre al lennegezh. Un tamm diaes evit al liveoù 4 ha 5 dre m'eo puilh ennañ geriaoueg an tailhoù ha taosoù. Panevet se nend eo ket re ziaes da lenn. Un istor karantez zo ennañ avat na zisplije ket...

Lire la suite

Rouge Braise - Rolande Causse

Rouge Braise - Rolande Causse

Ul levr da studiañ er c'hlas - liveoù 4-5 - pa fell deoc'h plediñ gant an eil Brezel Bed el lennegezh. Plijus-tre ha skrivet flour. Amañ da heul tri ere da gaout danvez studi. Labouret hon eus-ni gant teuliad Rustrel, hemañ kentañ : Pellgargañ « rouge_braise.pdf...

Lire la suite

Halic le phoque - Ewan Clarkson

Halic le phoque - Ewan Clarkson

Ar bloaz-man omp bet e Oceanopolis e Brest o studiañ "Buhez ur reunig gris e mor Hirwazh". Plijus-tre eo bet. Da vont pelloc'h ganti er c'hlas e lennemp e galleg "Halic le phoque" gant Ewan Clarkson, a vouezh uhel, tro ha tro. N'hon eus graet nemet lenn...

Lire la suite

Skoulad ar Goukoug - TES

Skoulad ar Goukoug - TES

"Skoulad ar Goukoug", koñchenn gant Marthe Vassalo, zo, din-me, unan eus an oberennoù pinvidikañ zo bet embannet gant TES evit ar skolioù : evnoniezh ar vro, yezh ha lavar ar vro, ha mouezh flour ha brezhoneg riel hon JFK broadel ! Ur skor brav amañ da...

Lire la suite

bez' emede - Koulizh Kedez

bez' emede an holl zremmoù-se bez' emede an holl c'hoarzhoù-se bez' emede an holl yezhoù-se bez' emede an holl selloù-se ar bed an den eo e oa bez' emede an holl zaeroù-se bez' emede an holl luskoù-se bez' emede an holl vlevioù-se bez' emede an holl livioù-se...

Lire la suite

Tagadenn ar vran - Koulizh Kedez

dao dao dao ar vran a ra he zro war an nor e tarc'hao atao atao atao dao dao dao ar vran a ra an aio war an tal yac'h e sko bep tro bep tro bep tro yao yao yao ar sell a c'holo stenn stuc'h he divaskell dillo deol ha gwenno deol ha gwenno yao yao yao...

Lire la suite