•  Netra ne zisplij din-me muioc'h eget dibunañ "Brezhoneg !" pe "Brezhoneg mar plij !" ha merzhet 'm eus alies e komze ar vugale e galleg pa ne c'hellent ket lavarout traoù zo e brezhoneg, pe n'o doa ket tapet lusk ar brezhoneg evit lavarout traoù zo ( Evezhiadenn : arvarus-tre eo d'ur skolaer goulenn ouzh e skolidi komz e brezhoneg pa ne oar ket eñ e-unan penaos lavarout e brezhoneg pezh a lavar e skoliad e galleg. ) Abaoe va zroiad e skol-vamm, un droiad seizh vloaz memes tra, em eus tapet ar pleg, pa glevan ur skoliad o komz e galleg, da adlavarout  diouzhtu dezhañ dres ar memes tra e brezhoneg, hep tamall dezhañ mann ebet : ar c'haezh bugale-se nend eo ket o endro unan brezhonek hag ezhomm o deus da glevout ha da azklevout o lavar dezho o-unan e brezhoneg hag ezhomm o deus da gentañ piaouekaat ar brezhoneg dre glevout, a gav din. Anat eo ez a kalz a halv ganin gant an doare-se d'ober.

    Un evezhiadenn all, e keñver yezh : klevet 'm eus kelennerion zo o tistagañ : " BRE - ZHOÑ - NEG - MAR - PLIJ" pa glevont skolidi o komz galleg. Ma, en tu-hont d'ar pezh am eus skrivet a-uc'h (gwiriekaet gant ar skolidi-se o-unan rak pa grog ar c'helenner da zistagañ " BRE -" e talc'h ar skolidi o-unan gant "ZHOÑ - NEG - MAR - PLIJ", pezh zo fentus, gwir eo, mes na gelenn ket d'ar vugale lavarout e brezhoneg pezh na ouzont ket lavarout, na, na ra ket dezho klevout o lavarennoù e brezhoneg), en tu-hont da se neuze eta, n'on ket asur ez eo reizh kement-se e-keñver yezhoniezh : ar brezhoneg n'eo ket ur yezh silabennek evel ar galleg ( aleze n'eo ket lakaat silabennoù penn-ouzh-penn a ra d'al lavar kaout ur ster) mes ur yezh tonel (evel an alamaneg, ar saozneg...) (aleze ez eo an ton-mouezh er ger pe el lavarenn a ra dezho kaout o ster).

    Bremañ avat e fell din klask - neket un doare all - mes un doare ouzhpenn d'o lakaat da soñjal ha da gomz e brezhoneg : goude bezañ bet oc'h arverañ ar motigoù flaperezh e kav din e klaskin ober ar bloaz-mañ gant "motigoù brezhoneg", gant ar memes abegoù hag an hevelep palioù diougonadel (sl. pennad "Motigoù flaperezh"). Nemet amañ ne c'houlennin ket eilskrivañ gwech ebet rak ne fell ket din e ve lakaet kement-se da gastiz, mes dibunañ hepmuiken, d'o broudañ. Da welout c'hoazh hag efedus e vefont....

    Amañik ar motigoù brezhoneg : Pellgargañ « Motig brezhoneg.pdf »


    votre commentaire
  •  Dizoloet 'm boa rummad ar "motigoù" war al load Charivari à l'école : http://www.charivarialecole.fr. Eno e kaver ur ribitailh anezho, koulskoude ne raen hevlene ken gant ar re "flaperezh". Evit ar sioù all e klaskan ober a c'hiz all rak, mar bez re a votigoù e vo diefed ar c'hastiz. An doare-se d'ober a gavan dreist evit an abegoù roet gant aozerez ar blog Charivari, hag ar c'hraf 3 pergen :


    1- Didrouz : gallout a reer o reiñ sioul-sibouron, hep huchal (lu ha diboell en em gavan pa c'hoarvez ganin huchal "Peoc'h !" pe "Chumuchu !", keta  ?) ha hep paouez da zisplegañ e gentel : a-walc'h eo tremen ha lakaat ur motig sioulik war daol an hini a zirenk ar c'hlasad pe e amezeion. Mut e vano diouzhtu !

    2- Aes d'ober ganto : ne goller ket amzer o skrivañ ar c'hastiz war ar c'haier liamm.

    3- Ur gwir doare kelenn eo... E 'm c'hlas, diouzhtu pa zirenk ar skoliad-mañ-skoliad, e lakaan ur motig war e daol, dezhañ da deurel evezh, mes gouzout a ouzont holl n'o do ket c'hoazh da skrivañ diouzh ret ar c'hastiz : ma paouezont da flapat a-hed an deiz diwar vremañ, n'o do ket d'e ober. Dont a reont da 4e30 da c'houlenn ganin ha ret eo dezho eilskrivañ pe deskiñ al linennoù roet dezho. Mar kav din int bet sioul a-walc'h goude bezañ bet ar motig e laman ar c'hastiz. Hag a-bouez eo din doujañ ivez d'ar reolenn-se : un doare dezho da zeskiñ teurel pled ouzh o emzalc'h en un doare emren. Ha ma ne zoujfen ket va-unan ouzh ar reolenn-se, ma ouifent holl o defe al linennoù-se da skrivañ goude ma strivfent da chom didrouz a-walc'h, netra ne virfe outo da flapat muioc'h eget biskoazh.

    4- Klotaat a reont gant ar programmoù : e Deskadurezh keodedel ha divezel hon eus da zeskiñ d'ar skolidi krennlavarioù furnez. Un doare eo ar motigoù d'o silañ d'ar skolidi.  Lakaet 'm eus ouzhpenn krennlavarioù ha troioù-lavar a Vreizh ( Diwan oblige !) ha luzteodoù da zibunañ.

    5- Arabat e vent re hir d'ober : 5 gwech ar re hirañ, 10 gwech ar re verrañ. Va skolidi a blij kalz dezho tapout ar re zo da zeskiñ ha da zibunañ. Pa c'hoarvez ganimp ez adkavomp ur prantadig " lennegezh dre gomz "  .

      

    Amañ da heul ar Motigoù flaperezh  a oa bet savet ganin ha gant Katell enta :

    Pellgargañ « Motig flaperezh.pdf »

    Hag amañ an hevelep re, mes kement ha kement an holl anezho an dro-mañ :

     Pellgargañ « Motig flaperezh.pdf »

    "Mes perak daou ere evit an un teuliad" , meuteu ? Peogwir n'on ket un tarin da sevel teulioù war ar gwe : ouzh an ere kentañ emañ an holl votigoù reizh-holl o lavaradoù, pezh eo n'on ket deuet a-benn d'o lakaat kement ha kement ; ouzh an eil ere emaint holl kement ha kement mes merzhout a refet n'eo ket reizh-reizh o urzhioù evit darn anezho (" labour d'ober war ur follenn evit warc'hoazh : dibunañ 5 gwech ar rimostell-mañ-rimostell"...). Mar bez unan bennak ac'hanoc'h pare da renkañ din ar gudenn-mañ e vin laouen o lemel an hini eus an daou ere-se a vo diezhomm. 

     


    votre commentaire
  •  A-benn lakaat ar skolidi da strivañ detri pa eilskrivont diouzh an daolenn, pe diwar ul levr, kentelioù, barzhonegoù... hag a-benn kaout an nebeutañ a fazioù da adlenn ha da verkañ war pep kaier, hon doa savet Katell ha me evit ar re CE ha CM an diplom Gouron skrivañ : ur gartenn meur a gombod warni a vez roet da bep skoliad e deroù ar bloaz. Seul daol ma vo eilskrivet difazi hep ankouazh mann (pik ebet, tired ebet...) ur gentel, ur varzhoneg pe me 'oar gant ar skoliad e vo siellet gant ar skolaer ur c'hombod. Prientet he doa Katell ul liketenn gant ar Schtroumpf Gouron da begañ war bep kombod e CE. Ober a ran me gant ur siell bet prenet e ti Bureau Vallée, a c'heller lizherennañ e-unan, mes e ti Majuscule e kaver ivez sielloù "smiley" a-ratozh. Pa vo leun e gartenn gant ar skoliad e vo roet an Diplom Gouron Skrivañ dezhañ.

    Evezhiadenn : bugale vilennek e 'm c'hlas o deus bet tapet an diplom "Gouron skrivañ": joa ha stad enno !

    Amañ ar gartenn da siellañ hag ar Schtroumpf Gouron :

    Pellgargañ «Kartenn Gouron skrivañ ha Schtroumpf Gouron.pdf »

    Amañik an testeni : Pellgargañ « DIPLOM GOURON SKRIVAÑ.pdf »


    votre commentaire
  • Ul levr da studiañ er c'hlas e ser plediñ gant renad Loeiz XIV : klikit war an ere amañ dindan ho kaso war-eeun d'ar fichennoù labour.

    Lire la suite...


    votre commentaire
  •  

    Rouge Braise

    Ul levr da studiañ er c'hlas - liveoù 4-5 - pa fell deoc'h plediñ gant an eil Brezel Bed el lennegezh. Plijus-tre ha skrivet flour.

    Amañ da heul tri ere da gaout danvez studi. Labouret hon eus-ni gant teuliad Rustrel, hemañ kentañ :

    Pellgargañ « rouge_braise.pdf »

    Pellgargañ « spip.php?article61 »

    Pellgargañ « litt-c3-Rouge_Braise.php »

     


    votre commentaire
  • Halic le phoque - Ewan Clarkson

     

    Ar bloaz-man omp bet e Oceanopolis e Brest o studiañ "Buhez ur reunig gris e mor Hirwazh". Plijus-tre eo bet. Da vont pelloc'h ganti er c'hlas e lennemp e galleg "Halic le phoque" gant Ewan Clarkson, a vouezh uhel, tro ha tro. N'hon eus graet nemet lenn a vouezh uhel, hep sevel goulenn ebet dre skrid. Plijet-tre eo bet va skolidi gantañ, istor ha tro-bluenn, goude ma oa pennadoù hir o taolenniñ ar mor hag ar pesked. Ha darvezout a ra a-vaez da aodoù Kembre ha BreizhHalic le phoque - Ewan Clarkson dres. Aliet e oamp gant Oceanopolis da lenn "Apoutsiak" gant Paol-Emile Victor. Koulskoude e kave din e vemp bet gant hevelep levr kaset re bell diouzh Breizh ha mor Hirwazh na ne zeree ket dik a-walc'h ouzh live skolidi CM. "Halic le phoque" a oa bet adembannet e 1980 da ziwezhañ (Livre de Poche jeunesse) ha n'en kavefet ket e gwerzh ken, ken war ar gwe. Ur romant a ali groñs va skolidi, emezo, d'ar re CM ha d'ar skolajidi.


    votre commentaire