• Motigoù flaperezh : ar rat hag ar pirat

     Dizoloet 'm boa rummad ar "motigoù" war al load Charivari à l'école : http://www.charivarialecole.fr. Eno e kaver ur ribitailh anezho, koulskoude ne raen hevlene ken gant ar re "flaperezh". Evit ar sioù all e klaskan ober a c'hiz all rak, mar bez re a votigoù e vo diefed ar c'hastiz. An doare-se d'ober a gavan dreist evit an abegoù roet gant aozerez ar blog Charivari, hag ar c'hraf 3 pergen :


    1- Didrouz : gallout a reer o reiñ sioul-sibouron, hep huchal (lu ha diboell en em gavan pa c'hoarvez ganin huchal "Peoc'h !" pe "Chumuchu !", keta  ?) ha hep paouez da zisplegañ e gentel : a-walc'h eo tremen ha lakaat ur motig sioulik war daol an hini a zirenk ar c'hlasad pe e amezeion. Mut e vano diouzhtu !

    2- Aes d'ober ganto : ne goller ket amzer o skrivañ ar c'hastiz war ar c'haier liamm.

    3- Ur gwir doare kelenn eo... E 'm c'hlas, diouzhtu pa zirenk ar skoliad-mañ-skoliad, e lakaan ur motig war e daol, dezhañ da deurel evezh, mes gouzout a ouzont holl n'o do ket c'hoazh da skrivañ diouzh ret ar c'hastiz : ma paouezont da flapat a-hed an deiz diwar vremañ, n'o do ket d'e ober. Dont a reont da 4e30 da c'houlenn ganin ha ret eo dezho eilskrivañ pe deskiñ al linennoù roet dezho. Mar kav din int bet sioul a-walc'h goude bezañ bet ar motig e laman ar c'hastiz. Hag a-bouez eo din doujañ ivez d'ar reolenn-se : un doare dezho da zeskiñ teurel pled ouzh o emzalc'h en un doare emren. Ha ma ne zoujfen ket va-unan ouzh ar reolenn-se, ma ouifent holl o defe al linennoù-se da skrivañ goude ma strivfent da chom didrouz a-walc'h, netra ne virfe outo da flapat muioc'h eget biskoazh.

    4- Klotaat a reont gant ar programmoù : e Deskadurezh keodedel ha divezel hon eus da zeskiñ d'ar skolidi krennlavarioù furnez. Un doare eo ar motigoù d'o silañ d'ar skolidi.  Lakaet 'm eus ouzhpenn krennlavarioù ha troioù-lavar a Vreizh ( Diwan oblige !) ha luzteodoù da zibunañ.

    5- Arabat e vent re hir d'ober : 5 gwech ar re hirañ, 10 gwech ar re verrañ. Va skolidi a blij kalz dezho tapout ar re zo da zeskiñ ha da zibunañ. Pa c'hoarvez ganimp ez adkavomp ur prantadig " lennegezh dre gomz "  .

      

    Amañ da heul ar Motigoù flaperezh  a oa bet savet ganin ha gant Katell enta :

    Pellgargañ « Motig flaperezh.pdf »

    Hag amañ an hevelep re, mes kement ha kement an holl anezho an dro-mañ :

     Pellgargañ « Motig flaperezh.pdf »

    "Mes perak daou ere evit an un teuliad" , meuteu ? Peogwir n'on ket un tarin da sevel teulioù war ar gwe : ouzh an ere kentañ emañ an holl votigoù reizh-holl o lavaradoù, pezh eo n'on ket deuet a-benn d'o lakaat kement ha kement ; ouzh an eil ere emaint holl kement ha kement mes merzhout a refet n'eo ket reizh-reizh o urzhioù evit darn anezho (" labour d'ober war ur follenn evit warc'hoazh : dibunañ 5 gwech ar rimostell-mañ-rimostell"...). Mar bez unan bennak ac'hanoc'h pare da renkañ din ar gudenn-mañ e vin laouen o lemel an hini eus an daou ere-se a vo diezhomm. 

     


  • Commentaires

    Aucun commentaire pour le moment

    Suivre le flux RSS des commentaires


    Ajouter un commentaire

    Nom / Pseudo :

    E-mail (facultatif) :

    Site Web (facultatif) :

    Commentaire :