• Motigoù brezhoneg

     Netra ne zisplij din-me muioc'h eget dibunañ "Brezhoneg !" pe "Brezhoneg mar plij !" ha merzhet 'm eus alies e komze ar vugale e galleg pa ne c'hellent ket lavarout traoù zo e brezhoneg, pe n'o doa ket tapet lusk ar brezhoneg evit lavarout traoù zo ( Evezhiadenn : arvarus-tre eo d'ur skolaer goulenn ouzh e skolidi komz e brezhoneg pa ne oar ket eñ e-unan penaos lavarout e brezhoneg pezh a lavar e skoliad e galleg. ) Abaoe va zroiad e skol-vamm, un droiad seizh vloaz memes tra, em eus tapet ar pleg, pa glevan ur skoliad o komz e galleg, da adlavarout  diouzhtu dezhañ dres ar memes tra e brezhoneg, hep tamall dezhañ mann ebet : ar c'haezh bugale-se nend eo ket o endro unan brezhonek hag ezhomm o deus da glevout ha da azklevout o lavar dezho o-unan e brezhoneg hag ezhomm o deus da gentañ piaouekaat ar brezhoneg dre glevout, a gav din. Anat eo ez a kalz a halv ganin gant an doare-se d'ober.

    Un evezhiadenn all, e keñver yezh : klevet 'm eus kelennerion zo o tistagañ : " BRE - ZHOÑ - NEG - MAR - PLIJ" pa glevont skolidi o komz galleg. Ma, en tu-hont d'ar pezh am eus skrivet a-uc'h (gwiriekaet gant ar skolidi-se o-unan rak pa grog ar c'helenner da zistagañ " BRE -" e talc'h ar skolidi o-unan gant "ZHOÑ - NEG - MAR - PLIJ", pezh zo fentus, gwir eo, mes na gelenn ket d'ar vugale lavarout e brezhoneg pezh na ouzont ket lavarout, na, na ra ket dezho klevout o lavarennoù e brezhoneg), en tu-hont da se neuze eta, n'on ket asur ez eo reizh kement-se e-keñver yezhoniezh : ar brezhoneg n'eo ket ur yezh silabennek evel ar galleg ( aleze n'eo ket lakaat silabennoù penn-ouzh-penn a ra d'al lavar kaout ur ster) mes ur yezh tonel (evel an alamaneg, ar saozneg...) (aleze ez eo an ton-mouezh er ger pe el lavarenn a ra dezho kaout o ster).

    Bremañ avat e fell din klask - neket un doare all - mes un doare ouzhpenn d'o lakaat da soñjal ha da gomz e brezhoneg : goude bezañ bet oc'h arverañ ar motigoù flaperezh e kav din e klaskin ober ar bloaz-mañ gant "motigoù brezhoneg", gant ar memes abegoù hag an hevelep palioù diougonadel (sl. pennad "Motigoù flaperezh"). Nemet amañ ne c'houlennin ket eilskrivañ gwech ebet rak ne fell ket din e ve lakaet kement-se da gastiz, mes dibunañ hepmuiken, d'o broudañ. Da welout c'hoazh hag efedus e vefont....

    Amañik ar motigoù brezhoneg : Pellgargañ « Motig brezhoneg.pdf »


  • Commentaires

    Aucun commentaire pour le moment

    Suivre le flux RSS des commentaires


    Ajouter un commentaire

    Nom / Pseudo :

    E-mail (facultatif) :

    Site Web (facultatif) :

    Commentaire :