• Diplom Gouron Skrivañ

     A-benn lakaat ar skolidi da strivañ detri pa eilskrivont diouzh an daolenn, pe diwar ul levr, kentelioù, barzhonegoù... hag a-benn kaout an nebeutañ a fazioù da adlenn ha da verkañ war pep kaier, hon doa savet Katell ha me evit ar re CE ha CM an diplom Gouron skrivañ : ur gartenn meur a gombod warni a vez roet da bep skoliad e deroù ar bloaz. Seul daol ma vo eilskrivet difazi hep ankouazh mann (pik ebet, tired ebet...) ur gentel, ur varzhoneg pe me 'oar gant ar skoliad e vo siellet gant ar skolaer ur c'hombod. Prientet he doa Katell ul liketenn gant ar Schtroumpf Gouron da begañ war bep kombod e CE. Ober a ran me gant ur siell bet prenet e ti Bureau Vallée, a c'heller lizherennañ e-unan, mes e ti Majuscule e kaver ivez sielloù "smiley" a-ratozh. Pa vo leun e gartenn gant ar skoliad e vo roet an Diplom Gouron Skrivañ dezhañ.

    Evezhiadenn : bugale vilennek e 'm c'hlas o deus bet tapet an diplom "Gouron skrivañ": joa ha stad enno !

    Amañ ar gartenn da siellañ hag ar Schtroumpf Gouron :

    Pellgargañ «Kartenn Gouron skrivañ ha Schtroumpf Gouron.pdf »

    Amañik an testeni : Pellgargañ « DIPLOM GOURON SKRIVAÑ.pdf »


  • Commentaires

    Aucun commentaire pour le moment

    Suivre le flux RSS des commentaires


    Ajouter un commentaire

    Nom / Pseudo :

    E-mail (facultatif) :

    Site Web (facultatif) :

    Commentaire :