-
-
Ur ganaouenn bobl hud - un ton doubl gavotenn - evit ar re CM...
Ar pozioù anezhi er skrivadur peurunvan amañ :
Hag amañ e klevfet an ton anezhi gant Roparz ha Broustal, a gavan brav-tre :
votre commentaire -
-
"A bep seurt liv zo mat
met ar ruz eo an tad."
Ar skolaer o klask sklaeraat :
" Petra a dalv, d'ho soñj, "ar ruz eo an tad " ?
Rozenn, 8 vloaz :
" Ba, peogwir eo ar ruz a servij da zifaziañ !"
votre commentaire -
Er skol-vamm, lidvezhioù ar beure, :
Ar skolaer : "Peseurt miz emaomp ? Miz... Miz... ?"
Saig, 4 bloaz : " Miss France ? "
votre commentaire -
Ha peogwir emaon ganti o klask broudañ ar skolidi da brezeg brezhoneg, sell ur benveg all, un diplom all a glaskin ober gantañ ar bloaz-mañ ivez d'o broudañ hep kaout ezhomm re alies da lavarout dezho (Ac'h ! Leziregezh, na pegen kriz ez on dalc'het 'tre da grabanoù... !). Bep sizhun, e-kerz ar c'huzul-klas, e tivizomp holl a-stroll ha gallout a ran reiñ pe get ur siell da bep hini. Evel-se e teu ar brezhonegañ tra an holl ha n'eo ket va hini hepken.
Ha dal't amañ ar gartenn da siellañ : Pellgargañ « kartenn Gouron brezhoneg.pdf »
Ha tao ! amañ an testeni gouronegezh : Pellgargañ « DIPLOM GOURON BREZHONEG.pdf »
votre commentaire