• Ar Priñs Bihan ? klik !

     


    votre commentaire
  • Euzhvil al Lenn Zu - Herve JaouenStudiet hon eus levr Herve Jaouen "Euzhvil al Lenn Zu" e brezhoneg er c'hlas. Goude ma kaver ennañ un nebeut fazioù hegazus - hegazus peogwir en o c'haver passim - daou fazi skrivadur ( ar skrab dirak "eo", pa n'eus ket da gaout ; "keriadenn" hep tired kogn), ur fazi kemmadur ( "va c'hortoz", p'emaon a-zevri o kelenn ar c'hemmadurioù da 'm skolidi, petra emaint o vont da lavarout din oh), ha hegazus peogwir ez eo brezhoneg al levr-se plijus da lenn, flour ar frazennoù anezhañ. En eneb eus pezh a vez embannet alies gant tiez a embann levrioù e kerc'henn ar vugale, ez eo flour ha reizh al lavar ennañ ( war-bouez un dra, er bajenn 6 : en eil rannbennad e lavar Anna "Ur flaperez daonet on ha n'eo ket bet roet din va zeod da lipat mogerioù", hag en trede rannbennad : "Techet on ivez da gomz kalzik" (gant "k" e vije reishoc'h). Perak "ivez" ? Nend eo ket ar memes tra ? N'ouzon ket ha nend eo ket ar memes tra a gaved war unan eus skritelloù TES : "Mat eo met blaz ar re nebeut zo gantañ". Perak "met" ? "Blaz ar re nebeut" a zo gant un dra pa vez mat, dres, ha kement-se zo ankouazh ez eus un diforc'h evit afer-se etre "bezañ blaz ar re nebeut gantañ" ha "bezañ re nebeut anezhañ". Moarvat e c'hoarvez hevelep tech pa chom re beg fri unan ouzh an "dro"-lavar eget ouzh al lavar e-unan.

    Mes fazioù ereadurezh all zo :  

    E pep lec'h e kleven e tro va c'hein nemet ...(p.26), pa c'hortozed amañ ur stumm nac'h kentoc'h : "ne gleven nemet ... :"

    Ha, spontus (!) : "Diwanet eo bet din ur soñj em spered a-greiz-pep-kreiz" ! (p. 27) ; "... ul lec'h m'eo bet c'hoarvezet ur muntr pe un torfed bennak." (p. 30).

    Fazioù all a gaver (nend eo ket lavaret o defe an embannadurioù Skol Vreizh klevet komz eus ar skrivadur peurunvan ivez) ha, dreist-holl, ur si a gavan ennañ : tro a vefe bet gant hevelep enklask polis degas dimp ur c'heriaoueg a 'n aferioù resis (hini ar geriadurioù da 'n nebeutañ). Mesk a zo amañ etre abeg ha dougad.... Ha tro a vefe bet da zegas ar brezhoneg kelan ( sl. Yeun ar Gow e "Enez an Teñzor" pe "Er gêr villiget") e-lec'h lezel ar paour kaezh Annaig da lavarout e oa "korf marv" ur ger vil (korf marv nend eo ket ur ger mes daou !). Mat, savet ez eus bet ur fichenn c'heriaoueg, evit ar rann 4, diwar "geriaoueg an aferioù", an hini a c'haller gwiriañ er geriadurioù (ur skouer all : ur medisin prizacher din-me zo ur mezeg loened ha ket ur mezeg-lezennel ! "Bro Leon, Ton univers impitoyaable !")

    Ma ! Studiet ha lennet eo bet al levr gant plijadur peogwir ez eo c'hwek e vrezhoneg, pa lavaran deoc'h, hag amañ e kavefet ar fichennoù-labour...

    (Un dra all : kas a ran soñj d'an embannerion (Skol Vreizh) ez eo Herve Jaouen aozer ar romantig, hag e kaver en dibenn anezhañ roll al levrioù all skrivet gant Herve Lossec, ha mann diwar-benn Jaouen ! ) Breizh : ar bed evel pa vije..... ?

    Studiañ ar romantig-se, din-me, zo un doare ivez da atebiñ da unan eus ar palioù lakaet gant an Deskadurezh Stad C'hall en deskiñ yezhoù bev e kelc'hiad 3 : " Meizañ gerioù boas ha troioù-lavar boutin", mes mont da heul an ali roet gant ar yezhoniourion pergen, evel ez eus degaset soñj gant Daniel GAONAC'H en e levr  L’apprentissage précoce d’une langue étrangère : le point de vue de la psycholinguistique, (Hachette , 2006 ; rann 6 : Choix méthodologiques) :

    • plediñ gant an eñvor 
    • krouiñ techoù diarzoug 
    • a bouez bras eo ar gerioù piaouekaet abred
    • a bouez bras eo an dezgeriadoù ivez (troioù-lavar, rimadelloù, patterns...), arvarus avat eo o rearver !

     Ma ! Amañ dindan, evit ar re o deus lennet va sorc'hennoù betek penn, ar fichennoù labour :   

    « Euzhvil al Lenn zu.pdf »

     

    GS : N'on ket evit mirout : Herve Lossec, n'eo ket ar paotr en deus graet berzh o komz eus ar brezhonegadurioù e galleg (da lavarout eo oc'h ober fent diwar talaroù ar yezh) ? Klasket 'm eus lenn e "Yannig Drouglazet" embannet gant TES. Me, pezh a gavan fentus , eo e c'hallegadurioù e brezhoneg...

    Euzhvil al Lenn Zu - Herve Jaouen


    3 commentaires
  • Ul levr da studiañ er c'hlas e ser plediñ gant renad Loeiz XIV : klikit war an ere amañ dindan ho kaso war-eeun d'ar fichennoù labour.

    Lire la suite...


    votre commentaire
  •   "Skoulad ar Goukoug", koñchenn gant Marthe Vassalo, zo, din-me, unan eus an oberennoù pinvidikañ zo bet embannet gant TES evit ar skolioù : evnoniezh ar vro, yezh ha lavar ar vro, ha mouezh flour ha brezhoneg riel hon JFK broadel ! Ur skor brav amañ da labourat war gomprenidigezh ar yezh klevet. Sed amañ dindan ul labour 'm boa kaset da benn ar bloaz tremen gant va liveoù 4 ha 5. Re start e vo evit al liveoù izeloc'h, nemet azasaet e ve.

    Bep sizhun e studiemp un tamm, rannet dre 4 c'hemalenn studi (padet eo etre ur prantad skol pe zaou) :

    1- da gentañ e lakaen ar skolidi da selaou ur rann hep lenn, hep skor skrivet ebet, ha diwar-se goulenn outo pezh o doa klevet, komprenet. Nebeut a dra da gentañ alies-mat, mes diwar ur ger pe zaou meneget ganto en o broudent da vont pelloc'h, da glask diawelout pe divinout pelloc'h. Ha skrivañ ouzh an daolenn pezh a oa bet kavet.

    2- Selaou en ur lenn ar pennad war al levr. Hag hevelep labour dre gomz : eskemm war ar pezh a oa bet komprenet. Kalz aesoc'h an dro-mañ evito !

    3- Goulennoù dre skrid war ar rann studiet (Pa lakaan ar skolidi da glask er geriadur, ez eo dalc'hmat er geriadur hollvrezhonek : deuet on a-benn da brenañ 7 pe 8 skouerenn eus Geriadur an Here a-hed ar bloavezhioù ha dre-se e c'hell an holl, dre strolladoù 2 pe 3 ober al labour klask). Evit ar re n'o deus ket a-walc'h a c'heriadurioù en o c'hlas e ve dav luc'heilañ en a-raok ar pajennoù zo ezhomm anezho, daoust ma ne vo tizhet, evel-henn, ken an hanter eus ar pal diougonadel. 

    4- Enklask dre skrid diwar an danvez (evnoniezh pergen) studiet er rann. Labouret 'm eus gant levrioù Al Lanv ha gant hini Claude Peridy. Amañ dindan e kavefet c'hwilet (ket, ket c'hwilhet) ar pajennoù studiet pergen. N'ouzon ket hag aotreet e vin d'ober, pa vo goulennet ouzhin o raskañ e vo graet. Anat eo avat e vo gwell kaout al levrioù er c'hlas : da gentañ, e 'm c'hlas emedent abaoe pell hogen ne vezent ket amprestet morse gant ar skolidi. Pa grogjomp da studiañ Skoulad ar Goukoug, e voe dizoloet al levrioù-se en-dro gant ar vugale o-unan, hag amprestet gwall alies e-pad ar bloaz da gas d'ar ger. Da eil nend eo ket gwall naet ar pajennoù c'hwilet amañ. 

    Dafar rekis :

    - "Skoulad ar Goukoug" ( 1 gantenn glevout)

    - "Skoulad ar Goukoug" (bep a levr)

    - Geriaduriou hollvrezhonek (emb. An Here)

    - Ar rummad levriou "Laboused..." (emb. Al Lanv)

    - « Evned Breizh » (Emb. Hor Yezh, Claude Peridy, 1995)

    - "Guide des chants d’oiseaux d’Europe occidentale", ( Emb. Delachaux et Niestlé, 2003)

     

    Amañik e vo kavet an teul diougonadel bet savet ganin (trugarez da gas din nep evezhiadenn a c'hallo gwellaat ha divankañ an kez labour):

     Pellgargañ « Skoulad ar goukoug - teul diougonadel.pdf »

    Hag amañigoù ar pajennoù skiantel aet da vagañ an hanter all eus al labour a gaver meneg anezho en teul diougonadel.

     

    Skoulad ar GoukougPellgargañ «stagadenn rann 1- ar goukoug.jpg »

     

     

     

     

     

    Skoulad ar Goukoug

    Pellgargañ « Stagadenn rann 1- Penaos ec'h aloub ar goukoug neizhioù ar re all.doc.pdf »

     

     

     

    Skoulad ar GoukougPellgargañ « Stagadenn rann 2 - an drask-sut.jpg »

     

     

     

     

     

    Skoulad ar GoukougPellgargañ « Stagadenn rann 2 - ar voualc'h zu.jpg »

     

     

     

     

     

    Skoulad ar GoukougPellgargañ « Stagadenn rann 3 - ar boc'hruzig.jpg »

     

     

     

     

     

    Skoulad ar GoukougPellgargañ « Stagadenn rann 3 - ar wennili.jpg »

     

     

     

     

     

    Skoulad ar GoukougPellgargañ « Stagadenn rann 4 - ar big.jpg »

     

     

     

     

     

    Skoulad ar GoukougPellgargañ « Stagadenn rann 10 - al laouenan.jpg »

     

     

     

     

     

    Skoulad ar GoukougPellgargañ « Stagadenn rann 10 - ar golvan.jpg »

     

     

     

     

     

    Skoulad ar GoukougPellgargañ « Stagadenn rann 10 - ar pennglaou.jpg »

     

     

     

     

     

    Skoulad ar GoukougPellgargañ « Stagadenn rann 10 - ar pint.jpg »

     

     

     

     

     

    Skoulad ar GoukougPellgargañ « Stagadenn rann 11-12 - ar falc'hun.jpg »

     

     

     

     

    Skoulad ar GoukougPellgargañ « Stagadenn rann 11-12 - ar gaouenn.jpg »

     

     

     


    votre commentaire


    Suivre le flux RSS des articles de cette rubrique
    Suivre le flux RSS des commentaires de cette rubrique