•  

     E GWERZH amañ : Kemmadurioù e live 3

     

     

    Al labour-mañ nend eo ket e bal, anat, bezañ un daolenn beurglok eus reizhiad ar c’hemmadurioù, a hañval bezañ dreist-diraez da unan. Kalz nend eus ket graet anv anezhañ ennañ : ar c’hemmadurioù kemmesket, ar c’hemmadurioù goude an araogennoù ha gerioù all, goude ar raganvioù o terc’houezañ anvioù benel (hini, unan), ar c’hemmadurioù er pennanvioù renadenn anv goude un anv benel unan pe goude un anv tud gourel lies, h.a.

    A-hed ar skoliadur er c’hentañ derez, met en eil derez ivez, bloaz goude bloaz, e ranko ar gelennadurezh-se bezañ ken ledanaet (studiañ an arveroù lies) ken donaet (displegañ ar peragoù, an tuioù mat : o ≠ ho ; e ≠ he, an esevennoù (niverus!)). E bal n’eo ken diazezañ ar reizhiad da skolidi al live 3, en un doare eeun ha reizhiadek.

                - Eeun pa na vo graet anv ken eus ar c’hemmadurioù pennañ en degouezhioù pennañ : oc’h eren reizhiad ar c’hemmadurioù dre vlotaat ouzh reizh ar pennanvioù e tiazezer ar reizhiad war ur fed kempoellek, a ro tro d’ar skolidi, war ar marc’had, da labourat war reizh ar pennanvioù e brezhoneg ; ur wech desket ganto pe re eo rummadoù pennañ ar c’hemmadurioù ne vo ket diaes da lavarout d’ar skolidi, seul wech ma vo dizoloet un degouezh nevez, ur ger nevez a zegas kemm er gerioù a zo d’e heul, pe rummad kemmadur eo a zegas… ha mestroniet ganto en abeg d’al labour-mañ a vo bet graet ganto.

                - Reizhiadek : hañvalout a ray ar poelladennoù a gaver amañ “re” aes d’ar skolidi. A-ratozh eo kement-se : dav eo dezho bezañ gouest d’o ober o-unan hag en un doare reizhiadek. Al labour poellata, gant poelladennoù luzietoc’h, a c’hallo bezañ graet a sil da sil a-hed ar bloavezhioù da heul. Un dra vat eo e ve graet ar poelladennoù-mañ, en un doare reoliek, dre gomz ivez, un nebeudig bemdez panaveken, goude pe a-raok bezañ int graet dre skrid.

    A-ratozh ivez ez echu programmadur ar bloaz gant ar c’hemmadurioù dre vlotaat en adanvioù goude ar pennanvioù tud gourel lies, pa oa krog gant ar c’hemmadurioù dre vlotaat an anvioù benel unan goude ar ger-mell : kavout a ra din, ur wech bet diazezet mat an kez kemmadur e spered ar skolidi e deroù ar bloaz, ez eo poent kregiñ gant ar c’hemmadurioù all, er na ve re vorodus dezho, ha dreist-holl na savje kemmesk ; da heul, e c’hallor, o kregiñ gant ar c’hemmadurioù dre vlotaat en adanvioù goude ar pennanvioù tud gourel lies, ober un adwel d’ar re gentañ.

    Paot-mat, pinvidik-mor ha re ziaes evit hon skolidi e hañvalo ivez ar c’heriaoueg. Ezhomm a oa, evit sevel aridennadoù poelladennoù reizhiadek en ur lakaat ar skolidi da bleustriñ en un doare reoliek, da vont da buñsat e pinvidigezh ar yezh :

                - ar varregezh diarzoug gortozet ne c’hallo bezañ paket gant ar skolidi ken pa vo bet pleustret kalz ganto.

                - pal an kez kelennadurezh zo deskiñ ober ar c’hemmadurioù reizh e deroù ur ger dianav d’ar skoliad koulz hag e deroù ur ger anavezet. An holl gemmadurioù er fichennoù-mañ a c’hall bezañ graet reizh goude ma nend eo ket anavezet an holl c’herioù gant ar skolidi.

    Hogen pal ar fichennoù-mañ nend eo ket lezel ar skolidi o-unan a-hed al labour, anat. Daou zoare da labourat a c’hall bezañ pleustret :

    1- heuliañ pazenn ha pazenn an hentenn : dizoleiñ a-stroll – derc’hel soñj a-stroll – pleustriñ e-unan – reizhañ. Gallout a c’hallo ar gerioù dianav d’ar skolidi bezañ displeget diouzh ezhomm da vare ar pleustradennoù pe da goulz ar reizhadennoù.

    2- aozañ pleustradennoù reoliek dre gomz a-benn mestroniañ ar c’hemmadurioù dre gomz ivez, evel kinniget uheloc’h, a hañval dimp pouezus. E-kerz ar prantadoù-mañ dre gomz e c’hallo c’hoazh ar gerioù dianav bezañ displeget.

    - a-hed an hentenn e vo kavet alies a-walc’h an hevelep gerioù, a c’hallo, evit darn anezho bepred, mont da binvidikaat yezh ar skolidi. Eil bal an hentenn-mañ e teu da vezañ enta.

     

                Yann Varc’h Thorel

     

    Ur fichennaoueg da luc’heilañ da reiñ d’ar skolidi eo kement-mañ. Brav e vo koulskoude da bep kelenner pourchas e hini, dimp da c’houzout pe re eo an ezhommoù gwir ha da c’hallout kinnig danvez kelenn all en dazont.

     

    Prouadoù da ginnig :

     

    Prouad kemmadurioù gouriz gwenn

    Prouad kemmadurioù gouriz melen

    Prouad kemmadurioù gouriz orañjez

    Prouad kemmadurioù gouriz gwer

     


    votre commentaire


    Suivre le flux RSS des articles de cette rubrique
    Suivre le flux RSS des commentaires de cette rubrique