-
Par Yann Thorel le 18 Octobre 2014 à 23:47
Emaomp c'hoazh gant hon c'hevellenn bolis. Kentel eo dimp savelañ hon zudennoù pennañ. Sed amañ div fichenn da sikour ar skolidi d'e ober. Nend eo ket klok ar geriaouegi, un diazez n'int ken. Amañ e c'hallfed lakaat labourioù tud all da glokaat...
votre commentaire -
Par Yann Thorel le 26 Juillet 2014 à 00:36
Labouret hon eus ar bloaz-mañ diwar "Euzhvil al Lenn Zu" gant Herve Jaouen. Deuet ez eus ar soñj dimp e dibenn ar bloaz da sevel hon c'hevellenn bolis hon-unan ar bloaz a zeu. Ha dont a refomp a-benn ?
Da gentañ e refomp ur Ralli Lenn gant al levrioù-mañ :
Romantoù polis - Raktres lenn 2014-2015
Anat deoc'h, gant pezh zo bet skrivet e brezhoneg betek-henn, e vo graet ar Ralli e galleg, mes dalc'hmat e keinimp ouzh al labour graet ar bloaz-mañ diwar "Euzhvil". Ar fichennoù dielfennañ avat a vo leuniet e brezhoneg :
« Skriv da gevellenn bolis da-unan.pdf »
Ha fichennoù all da ren al labour a-hed ar prantad dibabet gant ar skolaer :
« Steuñvenn labour evit sevel ur gevellenn bolis.pdf »
Hag amañ dindan mammennoù war-eeun a bep seurt da gaout alioù mat ha skoazell :
http://cartable.free.fr/outils/util_po.htm#2000
http://www.etab.ac-caen.fr/blogedu/circodefalaise/#0
http://doctole.blogspot.fr/2008/07/le-roman-policier-lecole-lecture-et.html
http://guise.ia02.ac-amiens.fr/pedagogie/romans.htm
votre commentaire
Suivre le flux RSS des articles de cette rubrique
Suivre le flux RSS des commentaires de cette rubrique