• Ur bloavezh reizhskrivadennoù e Kelc'hiad 3

    Amañ dindan un aridennad reizhskrivadennoù evit ur bloavezh e Kelc'hiad 3. Savet int diwar framm ar re a gaver war : www.charivarialecole.com

    ha war classe-mallo.eklablog.com :

    http://www.laclassedemallory.com/rituel-d-orthographe-dictees-flashs-deuxieme-serie-a94522786

    Savet int bet evit ma vo graet ur reizhskrivadenn brientiñ bemdez e-kerz tri devezh kentañ ar sizhun hag ur reizhskrivadenn briziañ (notennet) da'r gwener.

    Ganin avat e reer brezhoneg da' l lun ha da 'r meurzh, galleg da 'r yaou ha da 'r gwener. Sed ma ran ar reizhskrivadennoù a) da 'l lun, b) da 'r meurzh, c) da 'l lun war-lerc'h hag ar reizhskrivadenn briziañ d'an eil veurzh 'ta ! Memes tra a ran e galleg da 'r yaou ha da 'r gwener... Evel-henn e c'hallan ober gant ar roll amañ dindan e-pad daou vloaz. Tri live 'm eus bremañ, dav vo din e astenn c'hoazh !!

    Amañ an aridennad reizhskrivadennoù ( lakaet 'm eus skouerioù eus an danzeadoù pleustret warno er c'hombodoù a zehoù evit ar reizhskrivadennoù kentañ, da bep hini da glokaat ar re all diouzh pezh a fell dezhañ ober) :

    « Reizhskrivadennoù gourdonañ sizhuniek»

    Hag amañ ar rolloù gerioù da zeskiñ da reiñ d'ar skolidi e deroù ar bloaz-skol : 

    « Roll ar gerioù da c'houzout skrivañ»

     Amañ dindan ar steredennoù emreizhañ a gaver war load Charivari gant an doare d'ober ganto. Dav e ve o zreiñ e brezhoneg mes n'on ket akuit a-walc'h ! Sikour !

    http://www.charivarialecole.fr/des-tampons-pour-les-dictees-flash-a45731028

     


  • Commentaires

    Aucun commentaire pour le moment

    Suivre le flux RSS des commentaires


    Ajouter un commentaire

    Nom / Pseudo :

    E-mail (facultatif) :

    Site Web (facultatif) :

    Commentaire :