-
Daou vloaz zo e oa bet pedet Daniel Gaonac'h da zont da Sant-Brieg : da lenn, diouzh ret !:
L'apprentissage précoce d'une langue étrangère : le point de vue de la psycholinguistique
ha c'hoazh : Entretien US Magazine
votre commentaire -
Emaomp c'hoazh gant hon c'hevellenn bolis. Kentel eo dimp savelañ hon zudennoù pennañ. Sed amañ div fichenn da sikour ar skolidi d'e ober. Nend eo ket klok ar geriaouegi, un diazez n'int ken. Amañ e c'hallfed lakaat labourioù tud all da glokaat...
votre commentaire -
Me 'vourr o studiañ « PATROM SILLABUS » gant va skolidi, ha plijout a ra dezho ivez. Da gentañ e vezont "war o zaou zañvad" pa na gomprenont seurt, mes fent o devez memes tra. Lenn a ran dezho. Eskemm a reomp. Goude e c'houlennan ganto lenn, ur poz pep hini, gant ar re a fell dezho. Ur bloaz e oa bet a-du ar c'hlasad d'he deskiñ, ur poz da bep hini, ha pep hini a oa deut d'e dro war al leurenn da zisplegañ ar varzhoneg, a oa bet, evel-se, dibunet penn da benn.
Goude-se e krogomp d'he studiañ donoc'h : petra a glevomp enni ? Ur yezh nand eo ket unan, meur a yezh, (ar bloaz-mañ ez eus bet stad ennon o klevout ur skoliadez oc'h embann e tenne un tamm da "Arwarzh gant ar c'hoarzh" gant C'hlebnikov, troet gant André Markowicz ha Koulizh Kedez ! Un arwarzh eo enta "Patrom Sillabus"). Dre ma n'eo ket ur varzhoneg splann he ster e c'hallomp seul well a se plediñ gant reolennoù alav ar varzhoniezh, ar c'hlotennoù, mes ivez ar genganezh, an arreadennoù, an darlez.
Goulenn a ran outo lenn gwerzenn 1 pep poz an eil war lerc'h eben. Hag en em soñjal a reomp asambles war ar pezh a glevomp, war an heñvelderioù a glevomp, ar sonennoù ha kensonennoù bet arreet, al lusk, hag all.. Ha memes tra goude evit ar gwerzennoù 2, 3....
Ar bloaz-mañ ez omp deuet a-benn da gavout kevrin an niveroù a gaver er varzhoneg !
Bernez Tangi e skol Diwan Lanvrieg e 2014
votre commentaire -
E sigur al labour graet er c'hlas a-zivout ar romantoù-polis, amañ da heul, a-ratozh, ur « Fichenn eeunaet da lenn romantoù-polis.pdf ».
(Evezhiadenn : div enebenn eo an teul, nemet ez eus 4 enebenn ennañ, n' on ket deuet a-benn da raskañ an div enebenn wenn a zo d'e heul, ha n'ouzon ket perak ez int deuet war-wel... : /)
votre commentaire -
-