• Patrom Sillabus - Bernez Tangi

    Me 'vourr o studiañ « PATROM SILLABUS » gant va skolidi, ha plijout a ra dezho ivez. Da gentañ e vezont "war o zaou zañvad" pa na gomprenont seurt, mes fent o devez memes tra. Lenn a ran dezho. Eskemm a reomp. Goude e c'houlennan ganto lenn, ur poz pep hini, gant ar re a fell dezho. Ur bloaz e oa bet a-du ar c'hlasad d'he deskiñ, ur poz da bep hini, ha pep hini a oa deut d'e dro war al leurenn da zisplegañ ar varzhoneg, a oa bet, evel-se, dibunet penn da benn.

    Goude-se e krogomp d'he studiañ donoc'h : petra a glevomp enni ? Ur yezh nand eo ket unan, meur a yezh, (ar bloaz-mañ ez eus bet stad ennon o klevout ur skoliadez oc'h embann e tenne un tamm da "Arwarzh gant ar c'hoarzh" gant C'hlebnikov, troet gant André Markowicz ha Koulizh Kedez ! Un arwarzh eo enta "Patrom Sillabus"). Dre ma n'eo ket ur varzhoneg splann he ster e c'hallomp seul well a se plediñ gant reolennoù alav ar varzhoniezh, ar c'hlotennoù, mes ivez ar genganezh, an arreadennoù, an darlez.

    Goulenn a ran outo lenn gwerzenn 1 pep poz an eil war lerc'h eben. Hag en em soñjal a reomp asambles war ar pezh a glevomp, war an heñvelderioù a glevomp, ar sonennoù ha kensonennoù bet arreet, al lusk, hag all.. Ha memes tra goude evit ar gwerzennoù 2, 3....

    Ar bloaz-mañ ez omp deuet a-benn da gavout kevrin an niveroù a gaver er varzhoneg !

    Bernez Tangi

     

     

     

     

     

    Bernez Tangi e skol Diwan Lanvrieg e 2014

     


  • Commentaires

    Aucun commentaire pour le moment

    Suivre le flux RSS des commentaires


    Ajouter un commentaire

    Nom / Pseudo :

    E-mail (facultatif) :

    Site Web (facultatif) :

    Commentaire :