-
Gwez - Youenn Gwernig
Amañ dindan buhezskridig Youenn Gwernig e brezhoneg hag ar varzhoneg " Gwez" da bellgargañ. Gwelout ivez e " Studiañ skridoù" buhezskrid Youenn Gwernig da lenn ha da gompren evit bep a live e Kelc'hiad 3.
Da lenn amañ : « Gwez.pdf »
Youenn Gwernig
Ganet e oa bet Youenn Gwernig e 1925 e Skaer, e Penn-ar-Bed, e Bro Gernev. Deskiñ kizellañ ar c’hoad a reas gant ar C’hozh, ebenour e Skaer. Er bloavezhioù 50 en em gavas Youenn, a oa e vicher kizellour koad en Uhelgoad d’an ampoent, gant Milig ar Skañv, a voe brudet diwezhatoc’h war an anv Glenmor. Kaset e voe gant hemañ diwezhañ en e strolladig arvestoù brezhonek, an hini kentañ abaoe an eil brezel bed : “Breizh a Gan”. Ur pezh c’hoari kanet a savjont a-gevret : Jenovefa.
Diaes e oa d’ar mare-se avat embann e oad Breizhad ha brudañ ar brezhoneg. E 1957 e lavaras Youenn d’e dog[1] “Tap da sac’h ’ta, breur kozh” (a zo talbenn unan eus e ganaouennoù kentañ) ha mont a reas da New-York da gavout e c’hoar a oa o chom er Stadoù-Unanet. Eno, e-pad pevar bloaz, e reas mil vicher, servijour ha kizellour koad dreist-holl. E 1961 e taremprede kalz ar c’harter West-Side e New-York, karter ar gefredourien[2] ha tud ar Beat Generation[3]. En em gavout a reas gant Jack Kerouac, aozer Satori in Paris, a oa o klask war-lerc’h e wrizioù e Breizh, ha skoulmañ a rejont ur vignoniezh vras betek 1969 ma varvas ar barzh beat [4]. Goude bezañ chomet daouzek vloaz er Bronx[5] e c’houlennas Youenn ar vroadelezh amerikan. Levezonet ez eus un nebeut eus e varzhonegoù gant e vuhez e New-York. Darn anezho zo bet skrivet e teir yezh war un dro : brezhoneg, galleg, saozneg. Eus Amerika e kase e varzhonegoù hag e gevellennoù brezhonek d’ur gelaouenn lennegel e Brest : Al Liamm.
Goude marv Kerouac e tivizas distreiñ d’e vro c’henidik gant e wreg, Suzig, hag e verc’hed, Annaig, Gwenola ha Marie. E 1969 en em stalias e Lokmaria-Berrien. « Youenn Vras » a zistroas neuze e deroù ar bloavezhioù 1970 e luskad nevez sevenadur Breizh. Gant ar c’hemmoù politikel-kevredigezhel-armerzhel e oa deuet da vezañ aesoc’h da labourat evit sevenadur Breizh. En em gavout a reas Gwernig gant e ganaouennoù « folk » e teir yezh, gant ul lusk brav ha nevez ha brud vat a gavas buan. E 1971 e teu e bladennig kentañ, e galleg, hag e 1973 e eil bladennig div ganaouenn, e brezhoneg : « Ni hon-unan » ha « Tap da sac’h ». E 1974 e teu er-maez e albom kentañ : « Distro ar Gelted ». Ha re all da heul : “E-kreiz an Noz” e 1975, “Emañ ar Bed va Iliz” e 1990, “Foeter-Bro” e 1994.
Krouiñ a reas war un dro, er bloavezhioù 70, ur gevarzhe[6] evit labourat da sevel ur skingomz hag ur skinwel e brezhoneg : Radio Tele Breizh. Ha nac’h a reas paeañ an arredal skinwel[7] peogwir ne oa ket a-walc’h a vrezhoneg nag er skingomz nag er skinwel. Koulskoude, eus 1983 da 1989, ez eas e penn ar programmoù skinwel brezhoneg war France 3, e Roazhon.
Skrivet en deus c’hoazh meur a varzhaz brezhonek, « An Toull en Nor » e 1972, « An Diri Dir » e 1976 hag « Un Dornad Plu » e 1997, ha daou romant gallek, « La Grande Tribu » e 1982 hag « Appelez moi Ange », heuliad an hini kentañ, e 2002.
Ar priz lennegel Xavier de Langlais a oa bet roet dezhañ e 1996 evit e varzhonegoù.
E-kerz ar bloavezhioù 1990 ez adpegas Youenn Gwernig gant e arz kentañ, ar c’hizellañ koad.
D’an Anaon ez eas, en e 81 bloaz, d’an 30 eost 2006.
[1] Lavarout d’e dog : soñjal
[2] kefredourien : tud zo douget da labourioù ar spered (arzourien, skiantourien…)
[3] Beat Generation : luskad arzel diwanet er Stadoù-Unanet e dibenn ar bloavezhioù ’40, troet war frankiz an den.
[4] Beat (-nik) : kantreer, foeter-bro, klasker-bara, klasker-labour. Anv tud ar “Beat Generation”.
[5] Bronx : ur c’harter eus New-York.
[6] kevarzhe : bodad tud a unvan o obererezh evit tizhout ur pal resis.
[7] arredal skinwel, taos ar skinwel a ranker paeañ bep bloaz d’ar Stad evit kaout ar gwir da sellout ouzh ar skinwel.
-
Commentaires