• Euzhvil al Lenn Zu - Herve Jaouen

    Euzhvil al Lenn Zu - Herve JaouenStudiet hon eus levr Herve Jaouen "Euzhvil al Lenn Zu" e brezhoneg er c'hlas. Goude ma kaver ennañ un nebeut fazioù hegazus - hegazus peogwir en o c'haver passim - daou fazi skrivadur ( ar skrab dirak "eo", pa n'eus ket da gaout ; "keriadenn" hep tired kogn), ur fazi kemmadur ( "va c'hortoz", p'emaon a-zevri o kelenn ar c'hemmadurioù da 'm skolidi, petra emaint o vont da lavarout din oh), ha hegazus peogwir ez eo brezhoneg al levr-se plijus da lenn, flour ar frazennoù anezhañ. En eneb eus pezh a vez embannet alies gant tiez a embann levrioù e kerc'henn ar vugale, ez eo flour ha reizh al lavar ennañ ( war-bouez un dra, er bajenn 6 : en eil rannbennad e lavar Anna "Ur flaperez daonet on ha n'eo ket bet roet din va zeod da lipat mogerioù", hag en trede rannbennad : "Techet on ivez da gomz kalzik" (gant "k" e vije reishoc'h). Perak "ivez" ? Nend eo ket ar memes tra ? N'ouzon ket ha nend eo ket ar memes tra a gaved war unan eus skritelloù TES : "Mat eo met blaz ar re nebeut zo gantañ". Perak "met" ? "Blaz ar re nebeut" a zo gant un dra pa vez mat, dres, ha kement-se zo ankouazh ez eus un diforc'h evit afer-se etre "bezañ blaz ar re nebeut gantañ" ha "bezañ re nebeut anezhañ". Moarvat e c'hoarvez hevelep tech pa chom re beg fri unan ouzh an "dro"-lavar eget ouzh al lavar e-unan.

    Mes fazioù ereadurezh all zo :  

    E pep lec'h e kleven e tro va c'hein nemet ...(p.26), pa c'hortozed amañ ur stumm nac'h kentoc'h : "ne gleven nemet ... :"

    Ha, spontus (!) : "Diwanet eo bet din ur soñj em spered a-greiz-pep-kreiz" ! (p. 27) ; "... ul lec'h m'eo bet c'hoarvezet ur muntr pe un torfed bennak." (p. 30).

    Fazioù all a gaver (nend eo ket lavaret o defe an embannadurioù Skol Vreizh klevet komz eus ar skrivadur peurunvan ivez) ha, dreist-holl, ur si a gavan ennañ : tro a vefe bet gant hevelep enklask polis degas dimp ur c'heriaoueg a 'n aferioù resis (hini ar geriadurioù da 'n nebeutañ). Mesk a zo amañ etre abeg ha dougad.... Ha tro a vefe bet da zegas ar brezhoneg kelan ( sl. Yeun ar Gow e "Enez an Teñzor" pe "Er gêr villiget") e-lec'h lezel ar paour kaezh Annaig da lavarout e oa "korf marv" ur ger vil (korf marv nend eo ket ur ger mes daou !). Mat, savet ez eus bet ur fichenn c'heriaoueg, evit ar rann 4, diwar "geriaoueg an aferioù", an hini a c'haller gwiriañ er geriadurioù (ur skouer all : ur medisin prizacher din-me zo ur mezeg loened ha ket ur mezeg-lezennel ! "Bro Leon, Ton univers impitoyaable !")

    Ma ! Studiet ha lennet eo bet al levr gant plijadur peogwir ez eo c'hwek e vrezhoneg, pa lavaran deoc'h, hag amañ e kavefet ar fichennoù-labour...

    (Un dra all : kas a ran soñj d'an embannerion (Skol Vreizh) ez eo Herve Jaouen aozer ar romantig, hag e kaver en dibenn anezhañ roll al levrioù all skrivet gant Herve Lossec, ha mann diwar-benn Jaouen ! ) Breizh : ar bed evel pa vije..... ?

    Studiañ ar romantig-se, din-me, zo un doare ivez da atebiñ da unan eus ar palioù lakaet gant an Deskadurezh Stad C'hall en deskiñ yezhoù bev e kelc'hiad 3 : " Meizañ gerioù boas ha troioù-lavar boutin", mes mont da heul an ali roet gant ar yezhoniourion pergen, evel ez eus degaset soñj gant Daniel GAONAC'H en e levr  L’apprentissage précoce d’une langue étrangère : le point de vue de la psycholinguistique, (Hachette , 2006 ; rann 6 : Choix méthodologiques) :

    • plediñ gant an eñvor 
    • krouiñ techoù diarzoug 
    • a bouez bras eo ar gerioù piaouekaet abred
    • a bouez bras eo an dezgeriadoù ivez (troioù-lavar, rimadelloù, patterns...), arvarus avat eo o rearver !

     Ma ! Amañ dindan, evit ar re o deus lennet va sorc'hennoù betek penn, ar fichennoù labour :   

    « Euzhvil al Lenn zu.pdf »

     

    GS : N'on ket evit mirout : Herve Lossec, n'eo ket ar paotr en deus graet berzh o komz eus ar brezhonegadurioù e galleg (da lavarout eo oc'h ober fent diwar talaroù ar yezh) ? Klasket 'm eus lenn e "Yannig Drouglazet" embannet gant TES. Me, pezh a gavan fentus , eo e c'hallegadurioù e brezhoneg...

    Euzhvil al Lenn Zu - Herve Jaouen


  • Commentaires

    3
    Kristen
    Mardi 4 Octobre 2016 à 11:25

    "Ur flaperez daonet on ha n'eo ket bet roet din va zeod da lipat mogerioù"

    Petra zo er frazenn-mañ ha na vije ket "flour" pe "reizh" ?

      • Mardi 4 Octobre 2016 à 12:15

        Ac'hanta Kristen. E zispleg a ran er pennad. N'eus mann na vefe ket flour er frazenn-se. Nemet ez eo par ha kenster "ur flaperez daonet on" ha "n'eo ket bet roet din va zeod da lipat ar mogerioù". E maezienn ar preder an hini eo : diezhomm eo ar stagell "ha". Ur skej pe un daoubik a vefe bet a-walc'h.

    2
    paupi
    Mercredi 14 Mai 2014 à 10:54

    winktonguedemat Yann Varc'h


    Blancheclown

    Suivre le flux RSS des commentaires


    Ajouter un commentaire

    Nom / Pseudo :

    E-mail (facultatif) :

    Site Web (facultatif) :

    Commentaire :