• Dichal - Kenan Kongar

    Dichal

      

    Gwelout a rit ar vagig wenn

    A vorede e korn al lenn,

    A-dreñv ar c'horz, e-mesk ar broen,

    Nerzhus ha flamm evel ul loen ;

     

    Ar paotrig koant en deus kavet ar vag,

    Stignet ar gouelioù ha brevet ar stag,

    Sellit outañ o vleinañ 'tal ar stur,

    O tridal gant al lorc'h, seder ha fur.

     

    Emañ o vont dre 'n avel hag al lanv

    Evel un den kollet gantañ e anv.

    Perak 'ta bezañ dilezet ar porzh,

    Ar goudor sioul, an elestr hag ar c'horz ?

     

    War gern an tonn e vag a vrall,

    En amzer vat, en amzer fall ;

    'Mañ-eñ o vont da redek bro

    A-dreuz ar bed, ha tro-ha-tro ?

      

     

    in "Barzhonegoù", Kenan Kongar, Al Liamm, 1982

     


  • Commentaires

    Aucun commentaire pour le moment

    Suivre le flux RSS des commentaires


    Ajouter un commentaire

    Nom / Pseudo :

    E-mail (facultatif) :

    Site Web (facultatif) :

    Commentaire :