• Deiz mat d'an holl ! Ur c'hrennlavar brezhonek evit ar re a vourr outo (bet klevet gant va mamm-gozh iou, geo geo !):

    "Warc'hoazh e vo gouel ar sonerezh

    Blaz ar bont neket hini dourioù Seltz"

    N'eo ket se : emaon o paouez kavout al load-mañ : http://dangerecole.blogspot.fr , gant tresadennoù brav ha fentus diwar-benn buhez ar skol. Ma, gallout a reer o implijout hag o skritellaouiñ digoust er skol. Mes gwell zo c'hoazh, darn anezho, "reolennoù ar skol", zo bet lakaet e brezhoneg, didoñ te 'lâr 'te ! Trugarez vras da Jack a laka kement a zamant da vuhez hon yezh ! (taolit pled ez eus fazioù, pelec'h ne vez ket e brezhoneg bremañ ? N'eus ket tu da lavarout "Ar gwir 'm eus" pe "Ne 'm eus ket ar gwir da", mes "Gwir 'm eus" ha "Ne 'm eus ket gwir da" , da reizhañ war ar skritelloù neuze 'ta ! Unan all : "en em ganañ" e-lec'h "en em gannañ".


    votre commentaire


    Suivre le flux RSS des articles de cette rubrique
    Suivre le flux RSS des commentaires de cette rubrique