-
Par Yann Thorel le 28 Novembre 2013 à 18:48
Dichal
Gwelout a rit ar vagig wenn
A vorede e korn al lenn,
A-dreñv ar c'horz, e-mesk ar broen,
Nerzhus ha flamm evel ul loen ;
Ar paotrig koant en deus kavet ar vag,
Stignet ar gouelioù ha brevet ar stag,
Sellit outañ o vleinañ 'tal ar stur,
O tridal gant al lorc'h, seder ha fur.
Emañ o vont dre 'n avel hag al lanv
Evel un den kollet gantañ e anv.
Perak 'ta bezañ dilezet ar porzh,
Ar goudor sioul, an elestr hag ar c'horz ?
War gern an tonn e vag a vrall,
En amzer vat, en amzer fall ;
'Mañ-eñ o vont da redek bro
A-dreuz ar bed, ha tro-ha-tro ?
in "Barzhonegoù", Kenan Kongar, Al Liamm, 1982
votre commentaire -
Par Yann Thorel le 2 Juillet 2013 à 12:44
Ur varzhoneg a gavan-me fromus-tre... "emede" zo ur stumm kernevek evit Br. "edo". Ur stumm reizhistorek er genyezh eo sed ma kredan-me displegañ ar varzhoneg-se gant va skolidi. Da verzhout ivez arver ar verb "bezañ", ha, mar fell da lod skeudenniñ ur gentel war ar c'hemmadur dre vlotaat goude "holl"... ; )
votre commentaire -
Par Yann Thorel le 2 Juillet 2013 à 12:28
Ur varzhoneg hitchcockek gant Koulizh Kedez, en ur yezh yac'h ha lusket-kaer. Ur blijadur da 'm skolidi he dibunañ dalc'hmat...
votre commentaire
Suivre le flux RSS des articles de cette rubrique
Suivre le flux RSS des commentaires de cette rubrique