•  

    Evit gouzout muioc'h : " Et moi aussi, j'ai eu vingt ans ! ", Fañch Abgrall, Terre de Brume Littératures. Amañ dindan : Tristidigezh, Jabadao, Kan an alc'houeder. 

    Fañch Abgrall                        Fañch Abgrall


    votre commentaire
  • Din-me ez eo an tousegi ar boudoù a vourran ar muiañ, marteze, oc'h en em gavout ganto. Arouez Breizh int. Hec'h anavezout a reont mat, ha va anavezout a reont mat...

    Sed amañ ur chapeledad skridoù war o divoud...

    Lire la suite...


    votre commentaire
  • Me 'vourr o studiañ « PATROM SILLABUS » gant va skolidi, ha plijout a ra dezho ivez. Da gentañ e vezont "war o zaou zañvad" pa na gomprenont seurt, mes fent o devez memes tra. Lenn a ran dezho. Eskemm a reomp. Goude e c'houlennan ganto lenn, ur poz pep hini, gant ar re a fell dezho. Ur bloaz e oa bet a-du ar c'hlasad d'he deskiñ, ur poz da bep hini, ha pep hini a oa deut d'e dro war al leurenn da zisplegañ ar varzhoneg, a oa bet, evel-se, dibunet penn da benn.

    Goude-se e krogomp d'he studiañ donoc'h : petra a glevomp enni ? Ur yezh nand eo ket unan, meur a yezh, (ar bloaz-mañ ez eus bet stad ennon o klevout ur skoliadez oc'h embann e tenne un tamm da "Arwarzh gant ar c'hoarzh" gant C'hlebnikov, troet gant André Markowicz ha Koulizh Kedez ! Un arwarzh eo enta "Patrom Sillabus"). Dre ma n'eo ket ur varzhoneg splann he ster e c'hallomp seul well a se plediñ gant reolennoù alav ar varzhoniezh, ar c'hlotennoù, mes ivez ar genganezh, an arreadennoù, an darlez.

    Goulenn a ran outo lenn gwerzenn 1 pep poz an eil war lerc'h eben. Hag en em soñjal a reomp asambles war ar pezh a glevomp, war an heñvelderioù a glevomp, ar sonennoù ha kensonennoù bet arreet, al lusk, hag all.. Ha memes tra goude evit ar gwerzennoù 2, 3....

    Ar bloaz-mañ ez omp deuet a-benn da gavout kevrin an niveroù a gaver er varzhoneg !

    Bernez Tangi

     

     

     

     

     

    Bernez Tangi e skol Diwan Lanvrieg e 2014

     


    votre commentaire
  • Amañ dindan buhezskridig Youenn Gwernig e brezhoneg hag ar varzhoneg " Gwez" da bellgargañ. Gwelout ivez e " Studiañ skridoù" buhezskrid Youenn Gwernig da lenn ha da gompren evit bep a live e Kelc'hiad 3.



    Lire la suite...


    votre commentaire
  •  Amañ dindan barzhonegoù ar brezel (Loeiz Herrieu) : un tamm displeg ha skoueriekaat 'm eus kredet ober.



    Lire la suite...


    votre commentaire
  • O, gourc'hoarzhit, c'hoarzherien !

    O, gouc'hoarzhit, c'hoarzherien !

    A c'hoarzh diwar c'hoarzhoù, o c'hoarzhata ent-c'hoarzhus,

    O, gouc'hoarzhit ent-vrizhc'hoarzhus !

    O gourc'hoarzhigell gourbrizhc'hoarzhus - c'hoarzh brizhc'hoarzhus a 'r c'hoarzherien !

    O peurc'hoarzh ent-c'hourc'hoarzhus - c'hoarzh gourbrizhc'hoarzhus a 'r c'hoarzherien !

     

     

    C'hoarzherezh, c'hoarzherezh,

    Gouc'hoarzh, gourc'hoarzh, c'hoarzhoùigoù, c'hoarzhoùigoù, isc'hoarzhoùigoù, isc'hoarzhoùigoù.

    O, gourc'hoarzhit, c'hoarzherien !

    O, gouc'hoarzhit c'hoarzherien !

     

     

     

     

    Velimir C'hlebnikov - 1909

    tr. Koulizh Kedez hag André  Markowicz

     

    Da bellgargañ amañik : « Arwarzh gant ar c'hoarzh.pdf »

     


    votre commentaire


    Suivre le flux RSS des articles de cette rubrique
    Suivre le flux RSS des commentaires de cette rubrique