-
Par Yann Thorel le 4 Janvier 2015 à 14:45
E-touez ar rummadoù levrioù zo da studiañ er skol kentañ-derez emañ rummad ar "c'hontadennoù prederourel", mar kredan lavarout... Pezh eo, pelec'h o c'havout e brezhoneg ? Unan zo, bet troet : Ar Priñs Bihan, embannet e ti PREDER. An dalc'h gant al levr-se eo e c'hall bezañ a live gant ar skolidi (goude m'eo a live gant an oadourion ivez evel kement "kontadenn breder") nemet ez eo re binvidik e c'heriaoueg evit hon skolidi bremañ er c'hentañ-derez. Koulskoude da betra deskiñ ur yezh na servijo ket dezho da brederiañ ? Dav mat eo boulc'hañ deiz pe zeiz. Adkavet 'm eus labourioù a oa bet savet ganin bloavezhioù zo. Klask a rin o adstummañ e doare da sevel binvioù nevez hag aes da implijout da bleustriñ war ar c'heriaoueg dreist-holl 'ta.
Ar pal, din-me, vo da sevel labourioù a c'hallo bezañ implijet e sigur studiañ al levr penn-da-benn (unan eus ar barregezhioù goulennet gant ar Programmoù Stad) pe ur rann anezhañ hepken...
Gerioù-kroaz : unan eus va c'hoarioù nevez zo sevel gerioù-kroaz evit lakaat ar skolidi da labourat muioc'h ha da gaout muioc'h a chañsoù da biaouekaat geriaoueg pep rann. Evit pep rann e savin gerioù-kroaz.
Div evezhiadenn a-zivout ar gerioù-kroaz : 1) dav vo deoc'h deskiñ un nebeut geriennoù saoznek d'ho skolidi (across, down, ha.) ; 2) an tiredoù-stagañ ne gontont ket bepred evit leuniañ ar c'haeloù (a-wechoù, greont, avat), ha C'H a vo leuniet evel CH...
votre commentaire
Suivre le flux RSS des articles de cette rubrique
Suivre le flux RSS des commentaires de cette rubrique